Deiziad krouiñ | 13 Ebr 1598 |
---|---|
Anvet diwar | Naoned |
Stad | Frañs |
Lec'h diazez | Naoned |
Danvez pennañ | freedom of religion |
Deiziad embann | 13 Ebr 1598 |
Signatory | Herri IV |
Skrid-embann Naoned zo un destenn embannet e miz Ebrel 1598 gant Herri IV, roue Bro-C'hall.
Ar skrid-emglev-se a ro frankiz d'ar brotestanted e Bro-C'hall da lidañ o relijion, da gaout gwirioù keodedel ha politikel er vro. E lodennoù eus tiriad ar rouantelezh e vez krouet lec'hioù goudor (brevets) d'ar brotestanted ; ouzhpenn-se e vez roet dezho ur sammad arc'hant bloaziek tennet eus an teñzor roueel.
Ur wech embannet ar skrid e voe echuet gant Brezelioù ar Relijion e Bro-C'hall, a oa bet drastus d'ar rouantelezh abaoe 1562.
Kollet eo bet ar skrid orin sinet ha siellet e Naoned, ha n'eo anavezet nemetken dre un eilskrid a zo e Levraoueg Geneva (BGE). Deiziadet e miz Ebrel 1598 eo an eilskrid, met tost asur eo e voe skrivet diwezhatoc'h ; lakaet eo bet da dalvezout evel skrid gwirion ha lakaet da dremen dirak ar parlamantoù evit bezañ enrollet.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search